Catherine Ashton

Catherine Margaret Ashton, baronez Ashton of Upholland (ganet d'an 20 a viz Meurzh 1956), a zo ur bolitikourez a Vro-Saoz, ezel eus Kengor Europa abaoe Here 2008. Ezel eo ivez eus Kambr al Lorded, evit strollad al Labour. Kadoriadez (leader) Kambr al Lorded eo bet ha Lord prezidant ar C'huzul.
D'ar 6 a viz Here 2008 he doa kemeret lec'h Peter Mandelson evel komiser evit ar c'henwerzh e Kengor Europa.
Anvet eo bet da Uhelgannadez Unaniezh Europa evit an aferioù diavaez hag ar politikerezh surentez e miz Du 2009, karg boulc'het ganti adalek ar c'hentañ a viz Kerzu 2009, betek an 30 a viz Eost 2014. Kemeret eo bet he lerc'h gant Federica Mogherini.