Pekari Chaco

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Catagonus)
Pekari Chaco


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Kerentiad : Tayassuidae
Genad : Catagonus
Anv skiantel
Catagonus wagneri
Rusconi, 1930
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Pekari Chaco (Catagonus wagneri) a zo ur bronneg karnek hag a vev e kreiz Suamerika (Arc'hantina, Bolivia ha Paraguay). Ar spesad nemetañ eo er genad Catagonus.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tennañ a ra d'ar pemoc'h, gant ur moj kalet ha reun gell-gris. Etre 30 ha 50 kg eo e bouez. Hiroc'h eo e zivskouarn, e lost hag e voj eget re ar pekaried all.

Azas eo e gorf ouzh an endro : sinusoù diorroet mat evit talañ ouzh ar sec'hor hag ar poultrennoù, treid bihan evit fiñval aezet e-touez plant dreinek.

Gouennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e vez ar re vihan etre miz Gwengolo ha miz Kerzu dreist-holl. Gouest int da redek un nebeud eurvezhioù goude o ganedigezh.

Emzalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a ra e tropadoù betek 10 pekari enno. Oberiant eo diouzh an deiz ha dreist-holl diouzh ar beure. Kouronkañ a ra er fank hag er poultr.

Un dourenn laezhheñvel ha c'hwezh ganti a vez ezveret gant gwagrennoù war kein ar pekari. Strewet e vez en ur frotañ ouzh plant evit merkañ an tiriad.

Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En em vagañ a ra diwar kaktuz dreist-holl : Diskar a ra ar plant gant e voj ha frotañ anezho ouzh an douar evit tennañ an drein diwarno. Gallout a ra ivez dizreinañ ar c'haktuz gant e zent ha tufañ anezho goude.

Annez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a ra ar pekari-mañ en endroioù diziraezus pe diaes mont enno, e takadoù sec'h ha tomm ar Gran Chaco.

Tiriad pekari Chaco