Cars

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo ar film.

Cars (Kirri-tan) a zo ur film tresadennoù-bev hir[1] saoznek ar skeudennoù sintetek anezhañ, sevenet gant an daou filmaozer stadunanat John Lasseter (1957-) ha Joe Ranft (1960-2005).

An dudenn "Sally Carrera".

C'hoarvezout a ra Cars en ur bed poblet gant kirri-tan, denheñvel an neuz anezhe.

Produet gant Pixar Animation Studios ha Walt Disney Pictures e voe skignet gant Buena Vista Film Distribution Company, Inc., evit ar wech kentañ, d'ar 14 a viz Meurzh 2006[2] e Stadoù-Unanet Amerika da-geñver ShoWest[3]. Dalc'het e voe ar gentaenn anezhañ e Charlotte (North Carolina) d'ar 26 a viz Mae da-heul. Seizhvet film bevaat ar Studioioù Pixar e oa, war-lerc'h The Incredibles (e miz Here 2004) hag a-raok Ratatouille (e miz Mezheven 2007).

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kant seitek munutenn e bad.
  2. (en) Cars war Internet Movie Database.
  3. Deuet da vezañ CinemaCon adalek 2011.