Carlo Emanuele IV Savoia
- Ur pennad Carlo Emanuele zo.
Carlo Emanuele IV di Savoia (Carl Emanuel ëd Savòja, en piemonteg)(Torino, 24 a viz Mae 1751 – Roma, 6 a viz Here 1819), lesanvet l'Esiliato (an Harluad) a voe dug Savoia ha roue Sardigna adal 1796 betek 1802 pa voe diskaret gant aloubadeg an armeoù gall Napoleone Buonaparte.
Mab henañ dug Savoia, Vittorio Amedeo, e oa. E dad a voe anvet da roue Sardigna, evel Vittorio Amedeo III, hag e vamm Maria Antonia a oa infantez Spagn evel merc'h da Felipe V, Roue Spagn.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Clotilde Bro-C'hall, c'hoar d'ar roue gall Loeiz XVI ha da Gonted Provañs hag Artez. Div c'hoar Carlo Emanuele a zimezas d'ar Gonted ivez: Maria Giuseppina da Gont Provañs ha Maria Teresa da Gont Artez.
Bugel ebet n'o doe Carlo Emanuele ha Clotilde. Deol e oa, evel e wreg, ha harpañ a rae Urzh ar Jezuisted, ha mont a reas da Jezuist e-unan goude marv e wreg.