Mont d’an endalc’had

Carlo Emanuele III Savoia

Eus Wikipedia
Carlo Emanuele III

Carlo Emanuele III ganet e Torino e 1701, ha marvet eno e 1773, a voe roue Sardigna, dug Savoia ha priñs Piemonte adal 1730 betek 1773. Mab e oa da Vittorio Amadeo II hag Anne-Marie d'Orléans.

Eil mab e dud e oa. Pennhêr e dad e teuas da vout goude marv e vreur henañ e 1715 (bloavezh marv ar roue gall Loeiz XIV). Ret e voe dezhañ gortoz e 29 bloaz avat evit mont da roue en 1730, pa zilezas e dad ar galloud. Klask a reas e dad adkemer ar galloud ha Carlo Emanuele d'e gas en harlu da gastell Moncalieri. Bec'h en doe gant an Iliz katolik rak berzet en devoa belegiñ gwazed hep e aotre, ha teurel a reas e grabanoù war madoù ar pab en e rouantelezh.

En 1733 da vare brezel Hêrezh pologn ez eas a-du gant Bro-C'hall ha Spagn a oa o klask gwanaat Aostria. Hag eñ da gas ar gevredidi da aloubiñ dugelezh Milano, da gemer Pavia, ha da drec'hiñ an arme aostrian e Guastalla. Pa voe sinet feur-emglev Vienna (1738) e tapas un toullad douaroù diwar-goust an Impalaeriezh Santel, en o zouez Tortone ha Novare. Ouzhpenn-se -se e oa bet roet dezhañ ur briñsez da zimeziñ : Élisabeth-Thérèse de Lorraine, c'hoar-gaer da Maria Teresia, an hini a oa pennhêrez an impalaer santel Karl VI an Impalaeriezh Santel.

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tiegezh ar roue Carlo Emanuele III, gant Giuseppe Duprà.

Teir gwech e timezas Carlo Emanuele III ha teir gwech ec'h intañvas.

Anna Christine Luise von Pfalz-Sulzbach, priñsez Piemonte
Polissena d'Assia-Rheinfels-Rotenburg

Mervel a reas Polyxena da 29 bloaz.