Anna Christine Luise von Pfalz-Sulzbach

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Anna Christine Luise von Pfalz-Sulzbach (1704-1723) a oa ur briñsez alaman marvet yaouank.

Ur vuhez verr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Theodor Eustach von Sulzbach (1659–1732) ha d'e bried Marie Eleonore (1675–1720), merc'h d'al landgraf Wilhelm Iañ von Hessen-Rotenburg.

Dimeziñ ha marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 15 a viz Meurzh 1722, da 18 vloaz, e Vercelli, e timezas da Carlo Emanuele, dug Savoia, ha diwezhatoc'h Roue Sardigna. Hennezh a oa eil mab Vittorio Amedeo II, ha pennhêr e dad abaoe marv e vreur henañ e 1745.

Mervel a reas Anna d'an 18 a viz Meurzh 1723, da 21 bloaz, goude genel ur mab :

  • Vittorio Amedeo Teodoro di Savoia (7 Meurzh 1723–11 Eost 1725), dug Aosta.

He mab a varvas daou vloaz war-lerc'h e vamm.

Beziet e voe Anna en iliz-veur Torino. Addimeziñ a reas he fried Carlo Emanuele d'ur geniterv dezhi.