Mont d’an endalc’had

Canberra

Eus Wikipedia
gwel a-zioc'h
Sez ar Parlamant e Canberra

Canberra eo kêr-benn Aostralia. An eizhvet kêr vrasañ eus ar vro eo, met gant 367 752 a dud o chom enni (2012) eo bihanoc'h eget kêrioù-penn holl stadoù Aostralia, war-bouez Hobart.

E dibenn an XIXvet kantved e oa bet dibabet Canberra da gêr-benn evit Aostralia. Goude un tabut hir da c'houzout peseurt kêr e vije ar gêr-benn, Sydney pe Melbourne, ar c'hêrioù brasañ er vro, e voe dibabet ur c'horn-bro neptu, hanter-hent etrezo o-div. Dibabet e voe korn-bro Canberra e 1908. D'ar 1 a viz Genver 1910 e voe lakaet da diriad ar gêr-benn gevreael. Anvet e voe Canberra ent-ofisiel, d'an 12 a viz Meurzh 1913 ha kroget e voe al labourioù da sevel kêr.

Daoust ma n'eo ket Canberra kreizenn bennañ ar vro e-keñver armerzh, emañ kreizennet eno ar mediaoù brasañ. A-hend-all ne gaver e kêr nemet servijoù melestradurel ha touristel.

Kerioù gevellet hag emglevioù mignoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Canberra zo gevellet gant teir c'hêr:

Canberra he deus skoulmet emglevioù mignoniezh gant :

  • Hangzhou, e Sina boblek d'an 29 a viz Here 1998, war dachenn an armerzh hag hini ar sevenadur.[3]
  • Dili, e Timor ar Reter, sinet e 2004, evit krouiñ liammoù mignoniezh etrezo war tachennoù an deskadurezh, ar sevenadur, an armerzh, an dengarouriezh hag ar sport.[4]

Notennoù ha davepoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 Canberra's international relationships. Chief Minister's Department (22 November 2018).
  2. "Canberra adopts New Zealand capital as sister city", Australian Broadcasting Corporation (7 July 2016). 
  3. Hangzhou, China, ACT Government Chief Minister and Treasury Directorate, <http://www.cmd.act.gov.au/communication/cir/hangzhou_china> 
  4. Dili, Democratic Republic of Timor-Leste, ACT Government Chief Minister and Treasury Directorate, <http://www.cmd.act.gov.au/communication/cir/dili> 

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.