Campus Municipal Profesor Alberto Suppici

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar c'hCampus Municipal Profesor Alberto Suppici zo ur sportva bet savet e Colonia del Sacramento (Departamento de Colonia), en Uruguay.

Dougen a ra anv Alberto Suppici, El Profesor e lesanv, bet dibaber skipailh broadel Uruguay a yeas ar maout gantañ da-geñver Kib vell-droad ar bed 1930.

Perc'henn eo Intendencia Departamental de Colonia war ar sportva a vez implijet gant ar c'hleub mell-droad lec'hel, Club Plaza Colonia de Deportes.

Gouest eo da zegemer betek pemzek mil arvester.