Campephilus melanoleucos
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Piciformes | ||
| Kerentiad : | Picidae | ||
| Genad : | Campephilus | ||
| Anv skiantel | |||
| Campephilus melanoleucos (Gmelin, 1788) | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Campephilus melanoleucos[1] a zo ur spesad evned bras eus ar c'herentiad Picidae.
Anvet e voe Picus melanoleucos (kentanv) da gentañ-penn (e 1788)[2] gant an naturour alaman Johann Friedrich Gmelin (1748-1804).
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar amprevaned-koad hag al larvenned anezhe dreist-holl koulz ha biskoul, mellkeineged bihan, merien, merien-gwenn, ha hugennoù gwech an amzer.
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad a gaver an tri isspesad anezhañ[3] e Panamá ha Suamerika :
- Campephilus melanoleucos cearae, e reter ha kreisteiz Brazil,
- C. m. malherbi, eus kornôg Panamá da hanternoz ha kreiz Kolombia,
- C. m. melanoleucos, eus Kolombia d'ar Gwianaoù, Bolivia, Paraguay ha biz Arc'hantina.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Campephilus melanoleucos war al lec'hienn BirdLife International.
- (en) Campephilus melanoleucos war lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ (en) AnimalBase.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Campephilus melanoleucos.
