Callithrix nigriceps
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Primates | ||
| Kerentiad : | Cebidae | ||
| Genad : | Callithrix | ||
| Anv skiantel | |||
| Callithrix nigriceps Ferrari & Lopes, 1992 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Callithrix nigriceps[1] (pe Mico nigriceps) a zo ur spesad primated eus kerentiad ar Cebidae.
Lakaet eo en arvar en abeg da savadur an hent BR-230 ("Rodovia Transamazônica") a gaso eus Perou d'ar Meurvor Atlantel (e Cabedelo) o treuziñ Amazonia a-bezh.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pevarzroadeg-deiz an hini eo.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra al loen diwar amprevaned ha frouezh kement ha diwar ar gom a ver diouzh rusk gwez 'zo.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daremprediñ a ra un dachennig er reter da Humaitá e stad Amazonas (Brazil), ma plij ar c'hoadegi trovanel gleb dezhañ.
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renket eo en isgenad Callithrix (Mico).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus al loen anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
