Amazonas (Brazil)
Neuz
| Amazonas | |||||
|---|---|---|---|---|---|
| |||||
Lec'h ar Stad e Brazil | |||||
| Bro | |||||
| Kêr-benn | Manaus | ||||
| Kêr vrasañ | Manaus | ||||
| Rannvro | Norte | ||||
| Gorread | 1 569 167,878 km² | ||||
| Poblañs • Hollad • Stankter |
4 269 995 (2021) 2,72 ann./km² | ||||
| MDD (2017) | 0,733 – etre | ||||
| Gwerzhid-eur | UTC-4, UTC-5 | ||||
| ISO 3166-2 | BR-AM | ||||
Amazonas zo unan eus stadoù Brazil, e gwalarn ar vro, er rannvro Norte. Manaus eo ar gêr-benn, treuzet evel ar stad, gant ar stêr veur Amazon. Ar stad vrasañ eus Brazil a-bezh eo, hag an navet rannadur-bro er bed dre ar vent. En norzh e sko ouzh Venezuela ha Kolombia, er reter ouzh stadoù Roraima ha Pará, er su ouzh stadoù Mato Grosso ha Rondônia, er gevred ouzh stad Acre, hag er c'hornaoueg ouzh Bro-Berou. Dindan goadeg Amazonia emañ ar stad, koulz lavaret penn-da-benn, daoust ma'z eo drastus an digoadañ.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| ||||||||||||||||
