Callithrix marcai
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Primates | ||
Kerentiad : | Cebidae | ||
Genad : | Callithrix | ||
Anv skiantel | |||
Callithrix marcai Alperin, 1993 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Callithrix marcai[1] (pe Mico marcai) a zo ur spesad primated eus kerentiad ar Cebidae.
E 1914, da-geñver ur ergerzhadenn en Amazonas (Brazil) a gemere perzh Cândido Rondon (1865-1958) ha Theodore Roosevelt (1858-1919) enni, e voe kavet relegoù tri marmouz hag a oa chomet dianav betek neuze. Kaset e voe ar c'hrec'hin anezhe da vMuseu Nacional do Rio de Janeiro e-lec'h m'o c'havas Ronaldo Alperin e 1993 : gantañ an hini eo e voe deskrivet ar spesad nevez, Callithrix argentata marcai e anv skiantel kentañ.
Ne oa ket bet tu da adwelet Callithrix marcai gwall alies diwar neuze[2],[3].
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pevarzroadeg-deiz an hini eo.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra al loen diwar amprevaned ha frouezh kement ha diwar ar gom a ver diouzh rusk gwez 'zo.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brosezat eo e diazad an Amazon, etre ar stêrioù Aripuanã ha Manicoré.
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renket eo en isgenad Callithrix (Mico).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus al loen anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ Bradley Davis, Sightings from Amazonian Brazil – Primates and Short-eared Dog, 2010.
- ↑ Rediscovery of Marca’s marmoset and the challenges for its conservation, 2013.