Mont d’an endalc’had

Cadel Evans

Eus Wikipedia

Cadel Evans a zo ur marc'hhouarner aostralian ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1978 e Katherine (Tiriad an Hanternoz, Aostralia). Evans zo bet unan eus stered kentañ ar MTB (marc'h-houarn treuz bro) met goude ober kazeg en e vro e C'hoarioù Olimpek 2000 e tibabas leuskel e sport evit redek war an hent. Grataus eo bet e zaou vloaz kentañ dindan rochedoù Saeco ha Mapei. Met en ur sinañ evit Team Telekom e rae Evans un dibab fall e 2003: hep fiziañs e renerien sportel hag abalamour da c'hloazioù niverus e kollas daou vloaz gant ar skipailh eus Alamagn. Lotto a lakaas e fiziañs ennañ e 2005 ha reiñ a reas dezhañ plas levier ar skipailh. An Aostralian a zeuas da vezañ ar marc'hhouarner ingalañ a-douez an holl rederien e-kerzh ar pemp bloaz tremenet dindan roched ar skipailh belgiat, en ur ober taolioù-kaer en holl redadegoù pouezusañ (da skouer eil Tro Frañs e 2007 ha 2008). Daoust da Evans gounit ral a wech eo aet ar maout gantañ e 2007 e Pro Tour (kib marc'hhouarnerezh ar bed) a-drugarez d'e varregezhioù a-benn d'an eur hag er menezioù. War-lerc'h e drec'h e Kampionad ar bed e 2009 e sin Evans evit skipailh BMC a zo aozet en-dro dezhañ e-pad ar goañv 2009-2010. Mont a ra ar maout gantañ e Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn e 2011.


  • 1998-2000. Volvo - Cannondale MTB
  • 2001. Saeco
  • 2002. Mapei - Quick Step
  • 2003-2005. T-Mobile Team
  • 2006. Davitamon - Lotto
  • 2007. Predictor - Lotto
  • 2008-2009. Silence - Lotto
  • abaoe 2010. BMC Racing Team