C'hrysippos (mab Pelops)
C'hrysippos (henc'hresianeg : Χρύσιππος) a oa un haroz eus Elis e Peloponnesos. Mab bastard e oa d'ar roue Pelops, roue Pisa , ha d'an nimfenn Askioc'he (pe Danais) e mojennoù Hellaz kozh.
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div vojenn zo diwar e benn.
Gwallet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrapet e voe gant Laios, e gelenner eus Thebai, p'edo ouzh e gas da C'hoarioù Nemea, ma ranke ar paotr kenstrivañ. E-lec'h mont di ez eas gantañ da Dhebai, ma en gwallas. Abalamour da se e voe kastizet e diegezh hag e geoded gant an doueed diwezhatoc'h. Meur a zoare a oa da gontañ e varv. Hervez ur skrid a veneg Peisandros e vije en em lazhet gant e gleze abalamour d'ar vezh[1] .
Muntret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Broudet gant o mamm Hippodamia da virout outañ da gaout ar galloud, e voe lazhet e voe gant e lezvreudeur Atreüs ha Thyestes, dre warizi, a skrivas Hellanikos ha Thoukydides, ha taolet e gorf en ur puñs.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gantz, p. 489.