C'hoari achap

Eus Wikipedia
Ul luziadell o vezañ diskoulmet e-barzh ur sal c'hoari achap e 2011 e Singapour

Ur c'hoari achap, anvet ivet escape game e saozneg, a zo un doare c'hoari e-lec'h ma ranker achap diouzh ur sal en ur ziskoulmañ a bep seurt luziadelloù[1].

Peurliesañ, e vez bac'het meur a c'hoarier e-barzh ur sal alc’hwezet warne, hag e rankont achap diouzh ar sal dindan ur prantad termenet en a-raok.

Kavet e vez ivez c'hoarioù achap e-barzh c'hoarioù video 'zo, evel ar c'hoari We Were Here[2]. Bez ez eus ivez dibaoe 2017[3] c'hoarioù kartoù a-stroll anvet Unlock, hag a zo bet awenet gant doare ar c'hoarioù achap.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz Meurzh 2022, Brezhoweb, 01/03/2022
  2. We Were Here, war soubennargeek.wordpress.com, 02/08/2021
  3. Deuet eo er-maez an Unlock kentañ e miz C'hwevrer 2017 e Bro-C'hall