Hlodwig
Neuz
(Adkaset eus C'hlodwig)
C'hlodwig, pe Hlodwig, zo un anv frankek, doare kozh an anv gallek Clovis.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chlodowegh eo ar stumm frankek orin, diwar chlod (« brud », « brudet ») ha wegh (« emgann »), ha talvout a ra kement ha « Klod en emgann ».
- Diwar c'hlod eo ivez an anvioù frankek all Chlotar (ha Lotar), Clodomir, ha Klotilda.
- Gant wegh e klot an dibenn brezhonek « kad » (Kadored, Kadoudal),
Clovis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur stumm latinekaet e oa Clovis: pa ne oa ket a "c'h" e latin e veze skrivet "c", a-wechoù "ch". Ar stumm gallek nemetaén eo hiriv, goude ma ne oa son /k/ ebet en anv orin.
Evit kompren penaos eo emdroet an anv latin Clovis e challer tennañ ar C eus Clovis, ha lakaat un u e-lec'h ar v : ha setu an anv Louis.
Louis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar an anv-se e teu an anv gallek Louis, tra ma oa aet an anv orin da Ludwig en alamaneg, ha da Ludovicus e latin, evit reiñ Ludovic e galleg ivez.
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Clovis ur gêr e Californie
- Clovis ur gêr e Mec'hiko Nevez
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hlodwig Iañ, roue ar Franked adal 481 betek 511,
- Hlodwig II, roue Neustria ha Burgondia adal 639 betek 657,
- Hlodwig III, roue Aostrazia adal 675 betek 676,
- Hlodwig IV, roue ar Franked adal 691 betek 695.
- Clovis, mab da Chilperig Iañ
- Clovis Trouille, livour gall
- Clovis Cornillac, aktour gall