Bureau
Neuz
Bureau zo un anv-familh gallek.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallout a rafe bezañ kar d'ar ger burell.
Laret e veze burra e latin eus un danvez gros. Eus burra e vije deuet ar ger da vezañ burrus, hag alese burrellum ha burel , ha neuze bureau. Ar bureau a oa ur vantell burell. Da gentañ e oa an danvez lakaet war un daol-labour, ha diwar-se e vije bet anv an daol hec'h-unan e galleg.
Kavet e vez e Breizh, e Bro-Naoned, e Bro-C'hall hag e Kebek. E Stadoù-Unanet Amerika e reer gant ar ger evit envel kalz ajañsoù gouarnamant ha melestradurezhioù, evel ar Federal Bureau of Investigation.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean Bureau (~1390-1463), dipmomat gall en amzer ar roue Charlez VII
- Louis-Édouard Bureau (1830 - 1918), medisin ha botanist breizhat
- Léon Bureau, greantour breizhat ha dastumer brezhoneg Bourc'h-Baz
- Louis Bureau (1847-1936), zoologour breizhat
- Marc Bureau, anv meur a bolitikour kebekat