Mont d’an endalc’had

Buffalo Bill

Eus Wikipedia
Buffalo Bill
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv ganedigezhWilliam Frederick Cody Kemmañ
Anv-bihanWilliam, Frederick Kemmañ
Anv-familhCody Kemmañ
MoranvBuffalo Bill Kemmañ
Deiziad ganedigezh26 C'hwe 1846 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLe Claire Kemmañ
Deiziad ar marv10 Gen 1917 Kemmañ
Lec'h ar marvDenver Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkidney failure Kemmañ
Lec'h douaridigezhLookout Mountain Kemmañ
TadIsaac Cody Kemmañ
MammMary Ann Bonsell Laycock Kemmañ
Breur pe c'hoarHelen Cody Kemmañ
PriedLouisa Frederici Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Grad milourelprivate Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Prizioù resevetMedal of Honor Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://buffalobill.org/ Kemmañ
Facial hairhandlebar moustache, Van Dyke beard Kemmañ
William Frederick "Buffalo Bill" Cody e 1911

William Frederick Cody, lesanvet Buffalo Bill (Le Claire, tiriad Iowa, 26 a viz C'hwevrer 1846Denver, Colorado, 10 a viz Genver 1917) a oa ur soudard, chaseour, aktour, den a aferioù, hag un haroz eus mare aloubadeg ar Far West e Stadoù Unanet Amerika. Brudet e oa evel chaseer bizoned. Ren a reas ar Buffalo Bill's Wild West, ur gompagnunezh arvestoù hag a zeuas da Europa.

Familh William Cody a guitaas an Iowa e 1853 d'en em staliañ e Fort Leavenworth, e Tiriad Kansas. E dad a oa a-enep d'ar sklaverezh. Goustilhet e voe da vare un diviz publik war ar sujed-mañ. Mervel a reas diwar ur c'hleñved skevent hag e c'hloazadennoù e miz Ebrel 1857. Er memes bloavezh e krogas William Cody da vezañ sklêrijenner evit arme Stadoù-Unanet Amerika. Anavezout a rae mat-tre takad kreiz ar Plaenennoù Bras. E 1861 e labouras ivez ur bloavezh evit ar Pony Express.

Brezel Diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1863 e rollas er rejimant marc'hegerezh 7vet rejimant marc'hegiezh Kansas evit stourm eus tu an Unaniezh er Brezel Sivil. E fin ar brezel e 1865 e krogas embregerezhioù da sevel linennoù hent-houarn evit liammañ kornôg ha reter ar Stadoù-Unanet. Etre 1887 ha 1868 e voe implijet gant ar Kansas Pacific Railway evel chaseour bizoned evit magañ ar vicherourien. Abalamour ma oa barrek-tre war ar chaseal e voe lesanvet Buffalo Bill gant ar vicherourien a oa aet skuizh o tebriñ kig-bizon sul gouel ha bemdez.

Brud o c'henel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1868 ha 1872 e labouras adarre evel sklêrijenner evit an arme amerikan da vare ar brezelioù a-enep an Ameridianed e takadoù 'zo eus ar Plaenennoù Bras. D'ar mare-se e kejas e 1869 gant Ned Bustline, ur c'hazetenner, a grogas da skrivañ romantoù berr diwar e benn. Berzh a rejont ha brud a dapas Buffalo Bill a-drugarez d'an istorioù-se, a gonte darvoudoù c'hoarvezet dezhañ er Far West. Ijinet e oa darvoudoù 'zo memestra. Tost da 600 romant a voe embannet betek 1912.[1] E 1872 e c'hoarias Buffalo Bill en ur pezh-c'hoariva war e vuhez, produet gant Ned Bustline. Burutelladennoù fall a savas a-berzh kazetennoù ar vro diwar e benn.

Buffalo Bill's Wild West

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne oa ket en e vleud William Cody, abalamour ne oa ket paotr al leurennoù hag an teatroù bras. Soñjal a reas neuze tennañ gounid eus e vrud ha deus e varregezhioù evit sevel un arvest diavaez a daolenne e droioù-kaer, gwir pe ijinet. Implijout a reas ur strollad tennerien, marc'hegerien hag amerindianed a c'hoarie istorioù tagadennoù rederigoù ha darvoudoù a bep seurt. Anvet e voe an arvest Buffalo Bill's Wild West. Berzh a reas a-drugarez da dudennoù evel Annie Oakley pe Sitting Bull ivez. William Cody a veajas betek Europa da ginnig e arvest dirak ar rouanez Victoria. Kejañ a reas gant ar pab Leon XIII. E 1894 e voe filmet evit Buffalo Bill,en unan eus ar filmoù mut kentañ.

Sevel a reas ur gêr diwar netra er Wyoming e 1896 evit staliañ e arvest eno. Anvet e voe Cody. Ur mirdi war e vuhez a zo eno hiziv-an-deiz.

Treiñ a reas ar Buffalo Bill's Wild West er bed a-bezh betek 1906. Mont a reas William Cody war e leve goude. Mervel a reas e 1917. Douaret e voe war menez Lookout Mountain (Colorado).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Rosa, Joseph A. & May, Robin. Buffalo Bill and his Wild West – A Pictorial Biography. Lawrence, Kansas : University Press of Kansas, 1989 (ISBN 978-0-7006-0399-2)
  • (en) An autobiography of Buffalo Bill (lenn enlinenn), embannet e 1920
  1. (en) Buffalo Bill Stories war Dime Novel Bibliography (lennet d'ar 17/05/2024)