Buñs

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar buñs a oa ur muzul kozh hag a servije evit ar gwin hag an ed. Dre vras e oa 300 litrad ennañ met kemmañ a c'halle hervez ar broioù. Meneget eo ar ger e geriadurioù Gregor [1](1732) hag ar Gonideg, hep resisaat muioc'h.


E galleg e reer gant ar ger muid, ha kemm a lakaer etre daou seurt:

  • ar buñsad traoù sec'h, lakaomp ed, war-dro 5 litrad
  • ar buñsad traoù dourek, lakaomp gwin, war-dro 300 litrad. Komzet e veze eus hanter vuñsadoù (demi-muid), war-dro 150 litrad neuze, aesoc'h da zougen.

Ar buñsad traoù sec'h eo a glotfe neuze gant almud Spagn, a zo kement ha 5 litrad pe muioc'hik (betek 10 litrad).

Evit gouzout hiroc'h e vije ret dastum danvez er skridoù kozh.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ur buñsad gwin, e Geriadur Gregor, ha meuyadou greun.