Brun von Sachsen
Neuz
(Adkaset eus Brunon Köln)
Brun von Sachsen, pe Brun(on) Köln, anavezet ivez evel Brunon pe Bruno, ganet war-dro 928, marvet e Reims e 965, a voe arc'heskob Köln eus 953 ha dug Lotaringia betek e varv.
Eil mab Herri an Evnetaer, roue Germania, hag e bried Matilda Ringelheim, e oa Brun.
Breur e oa da Otto, a voe an impalaer Otto Iañ. Abaoe ma oa bihan e veze lâret dezhañ ez aje da veleg.(Daveoù a vank)
E 953, marvet arc'heskob Köln, edo Konrad, dug Lotaringia, ha deuñv Otto Iañ, oc'h en em sevel ouzh e dad-kaer. Otto a anvas e vreur Brun da arc'heskob. Goude-se e faezhas Konrad, hag e roas Lotaringia d'an arc'heskob Brun.