Mont d’an endalc’had

Brun von Sachsen

Eus Wikipedia
Brun Köln, arc'heskob Köln, evel ma'z eo poltredet en iliz Sankt Andreas e Köln.

Brun von Sachsen, pe Brun(on) Köln, anavezet ivez evel Brunon pe Bruno, ganet war-dro 928, marvet e Reims e 965, a voe arc'heskob Köln eus 953 ha dug Lotaringia betek e varv.

Eil mab Herri an Evnetaer, roue Germania, hag e bried Matilda Ringelheim, e oa Brun.
Breur e oa da Otto, a voe an impalaer Otto I. Abaoe ma oa bihan e veze lâret dezhañ ez aje da veleg.(Daveoù a vank)

E 953, marvet arc'heskob Köln, edo Konrad, dug Lotaringia, ha deuñv Otto I, oc'h en em sevel ouzh e dad-kaer. Otto a anvas e vreur Brun da arc'heskob. Goude-se e faezhas Konrad, hag e roas Lotaringia d'an arc'heskob Brun.

Tutor Lotar ha mibien Huon Veur e voe.