Mont d’an endalc’had

Bruno Guillon

Eus Wikipedia

Bruno Guillon, ganet d'ar 25 a viz Even 1971 e Saint-Jean-d'Angély, zo un animatour radio hag un animatour eus ar skinwel gall. In 2018, animator of France 2 : Les Z'amours.

Eus 1998 da 2008 en deus labouret Bruno war NRJ.

Kregiñ a ra gant kas en-dro al lodenn 9h-12h. Chomet eo e-pad 3 bloaz eus 1998 da 2001.

En distro 2001, NRJ a roas dezhañ ar morning eus 6h da 9h anvet Le 6/9. Al labour diaes en doa da vont da heul Festival Roblès a zo bet e-pad muioc'h eget c'hwec'h bloaz war ar radio-se hag en doa ur brud bras, dreist-holl da geñver an deglev. Bruno a zo gant ur skipailh bras er pennkentañ, Henri Delorme, Arnaud Lemort, Philippe Lelièvre ha Jonathan Lambert a vo gantañ e-pad 2 vloaz.

E miz Gwengolo 2003 e cheñch kamaladed evit Le 6/9, Manu Payet (a vo erlec'hiet gant Camille Combal e septembre 2006) ha Florian Gazan a zeu gant Bruno.

D'an 19 a viz Even 2008 e tilez Bruno Guillon eus NRJ evit mont war Virgin Radio en distro 2008, luskañ a ra, gant Camille Combal un abadenn eus 5e da 8e, anvet Le 17/20[1]. D'ar 4 a viz Gouere 2008 e vez ar 6/9 diwezhañ lusket gant Bruno a-raok kuitaat NRJ.

Rankout a rafe ober war-dro ar morning war Virgin Radio e 2009, e plas Cauet. A-benn nebeut e rankfe an titour bezañ gwiriet.

Kregiñ a ra Bruno gant ar skinwel war TF1 e 2001 en abadenn On vous aura prévenu ! gant Jean-Pierre Foucault.

Er skinwel en deus graet dreist-holl abadennoù gant parodienn. E 2003 e vez er skipailh parodiennoù war ar chadenn Comédie ! e-barzh La Téloose. E 2005 e lusk Le Soiring de TPS Star war TPS Star. E 2006 e labour gant M6 evit luskañ Manu et Bruno sont dans la télé, an holl abadennoù a barodiennoù en deus graet a zo bet graet gant Manu Payet.

A wechoù e kinnig sonadegoù war TF1 pe war NRJ 12 dreist-holl ar concert pour la tolérance

E miz Ebrel 2008 en doa e show dezhañ war NRJ 12, anvet Faites entrer l'invité,gant e gamaladed eus ar 6/9 (Florian Gazan ha Camille Combal) ha gant Rachel Legrain-Trapani, produet e oa an abadenn gant Dominique Farrugia. Ne 'z eus ket mui eus an abadenn-se peogwir eo aet kuit Bruno ha Camille eus NRJ evit mont war Virgin Radio.

D'an 20 a viz Kerzu 2008 e kinnig, gant Sandrine Quetier, e abadenn gentañ war TF1, anvet Le français le plus extraordinaire, e prime time e a oa. D'an 2 a vir Genver 2009 e kinnig an abadenn Les Disques d'Or 2008 gant Flavie Flament.

Les Z'amours

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1st February 2018, animator of France 2 : Les Z'amours.

  1. Blog Jean-Marc Morandini, galleg

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]