Mont d’an endalc’had

Bro warezet Arabia ar Su

Eus Wikipedia
Arabia ar Su
Arabia ar Su

Bro warezet Arabia ar Su (pe Gwarezvro Arabia ar Su) a oa un tiriad e kreisteiz ledenez Arabia, eno ur strobad sultaniezhioù o doa sinet un emglev gant ar Rouantelezh Unanet da vezañ gwarezet ganti. Dibabet e voe gant Mahra, Stad Kathiri, Stad Qu’aiti ha Yafa Uhelañ menel e-maez Kevreadur Suarabia, un tiriad dindan dalc'h ar Saozon en-dro da Aden. Savet d’an 18 a viz Genver 1963 ne bado ket en tu all d’an 30 a viz Du 1967, pa voe dismantret ar rouantelezhioù bihan ha savet Republik Pobl Yemen ar Su.

Gwarezvro Arabia ar Su

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banniel ar c'hevredad 1965

29 timbr a voe embannet e 1963 dindan anv ar c'hevredad (Federation of South Arabia) en o zouez timbroù-lidañ dreist-holl : 100vet deiz-ha-bloaz ar Groaz Ruz, 20vet deiz-ha-bloaz Aozadur ar Broadoù Unanet, marv Winston Churchill...

Gant postoù pep sultanelezh e voe embannet kalzig timbroù, an darn vrasañ gouestlet da daolennoù livourien europat brudet. Peadra d’en em c’houlenn hag implijet int bet gant tud ar vro pe gwerzhet war-eeun da varc’hadourien timbroù…

Stad Qu’Aiti Hadramaout

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livadur Boticelli

War bep timbr e lenner QU’AITI STATE IN HADRAMAOUT - SOUTH ARABIA , hag e weler war galzig anezho poltred ar Sultan. Livadurioù Edgar Degas, re Leonardo Da Vinci pe Vincent van Gogh (ha reoù all !) mui ar C’hoarioù Olimpek a ya d’ober danvez an timbroù.

Timbr Mahra 1967

Un 40 timbr bennak zo embannet gant ar vroig, ha war-bouez ar rummad kentañ moullet e 1967 a ginnig ar banniel broadel, n’o deus an timbroù liamm ebet gant ar vro hag e fobl.

Stad Kathiri Seiyun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un toullad timbroù gant ar meneg ADEN KATHIRI STATE OF SEIYUN a oa bet embannet etre 1942 ha 1964, hag ur darn anezho a voe dreistmoullet gant ‘’SOUTH ARABIA’’ e 1966, e saozneg hag en arabeg evit diskouez n’eo mui Seiyun un isrann eus Aden. Ingalet e voe war-lerc’h timbroù evit enoriñ Winston Churchill, Nehru ha Kennedy, taolennoù Toulouse-Lautrec

Yafa Uhelañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr eus Yafa Uhelañ, 1967

Timbroù embannet e 1967 hepken.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]