Brezhell
Neuz
(Adkaset eus Brezhel)
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Actinopterygii | ||
Urzhad : | Perciformes | ||
Kerentiad : | Scombridae | ||
Genad : | Scomber | ||
Anv skiantel | |||
Scomber scombrus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar brezhell (Scomber scombrus), pe brezhel[1], zo ur pesk boutin war aodoù Breizh hag e lec'h all en hanternoz ar Meurvor Atlantel hag er Mor Kreizdouar. Mat e vez kavet e vlaz, ha pesketaet kenañ e vez e pep lec'h.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]brizhilli[2], pe brizhili, a vez lavaret el liester, brilli e Douarnenez. Brizhillia a vez lavaret eus pesketa brizhilli. Dont a rafe an anv eus ar brizhilli, pe brizhelloù, war e groc'hen.
Dont a rafe ivez e anv gallek (maquereau) eus ar ger latin macula a dalv kement ... ha brizhell.
Doare
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stumm ur werzhid (pe ur fuzeenn) zo dezhañ, glas e gein gant brizhelloù du, ha gwenn e gof.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ brezhel e geriadur Roparz Hemon, met brezhell e tu galleg-brezhoneg Geriadur Hemon-Huon ; brezhell e Geriadur an Here, geriadur Favereau, geriadur Martial Menard, Ofis ar Brezhoneg...
- ↑ AG Berr Ichtyonymie bretonne, levrenn II, p. 405-406.