Brezelioù etre Rusia ha Turkia
Neuz
Meur a vrezel zo bet etre Rusia ha Turkia, ha dreist-holl an unnek brezel a c'hoarvezas etre an Impalaeriezh rus hag an Impalaeriezh otoman adal ar XVIvet kantved betek an XXvet kantved evit mestroni ar Balkanoù hag an digor war ar « morioù tomm ».
E-pad ar brezelioù-se ne reas an Impalaeriezh otoman nemet gwanaat ha bihanaat a reas a-nebeudoù he douaroù en-dro d'ar mor Du, pa ne rae Rusia nemet kreskiñ diwar he c'houst.
Gant bec'h ar brezelioù hag ar faezhadennoù zizehan ez eas ar galloud otoman war an diskar, ma veze graet « den klañv Europa » anezhañ.
Setu roll an unnek brezel
- Brezel etre Rusia ha Turkia (1568-1570)
- Brezel etre Rusia ha Turkia (1676-1681)
- Brezel etre Rusia ha Turkia (1686-1700)
- Brezel etre Rusia ha Turkia (1710-1711)
- Brezel etre Rusia ha Turkia (1735-1739) pe « Brezel Aostria ha Rusia ouzh Turkia (1736-1739) »
- Brezel etre Rusia ha Turkia (1768-1774)
- Brezel etre Rusia ha Turkia (1787-1792) pe « guerre Aostria ha Rusia ouzh Turkia 1787-1792 »
- Brezel etre Rusia ha Turkia (1806-1812)
- Brezel etre Rusia ha Turkia (1828-1829)
- Brezel Krimea (1853-1856)
- Brezel etre Rusia ha Turkia (1877-1878) pe « an dekvet brezel etre Rusia ha Turkia » (pa ne gonter ket brezel Krimea).
Ouzhpenn-se e konter an div droiad brezel-mañ:
- Brezel etre Rusia ha Turkia (1914-1917) pe Troiad-vrezel ar C'haokaz (e-pad ar Brezel-bed kentañ)
- Troiad-vrezel ar C'haokaz (1918) e-pad ar Brezel-diabarzh rus, pa c'hoarvezas emgann Bakou