Mont d’an endalc’had

Brezel Breizh-Veur ha Zanzibar

Eus Wikipedia
Brezel Breizh-Veur ha Zanzibar
Maread 0900 - 0945 eur lec'hel, 27 Eost, 1896
Lec'h Zanzibar
Disoc'h trec'h Breizh-Veur
Emgannerien
Impalaeriezh Breizh-VeurZanzibar
Niver a emgannerien
Lestraz dianav e nerzh2,800
Kolloù
e-tro 100e-tro 500

C'hoarvezet eo brezel Breizh-Veur ha Zanzibar etre nerzhioù Breizh-Veur ha Zanzibar d'ar 27 Eost 1896. Padet eo 45 munud ha soñjet e vez eo bet ar brezel berrañ en istor.

Tarzhañ a reas ar brezel goude marv ar Sultan Hamad bin Thuwaini, d'ar 25 a viz Eost. Plaen en doa kenlabouret ar sultan gant ar Saozon e-pad e vuhez. Kemeret e voe neuze ar galloud gant e niz Khalid bin Bargash dre un taol-Stad, en desped da youl ar Saozon o doa lakaet o soñjoù en un den all, Hamud bin Muhammad, a soñje dezho e vije aesoc'h labourat gantañ. Urzh a rojont da Vargash da reiñ e zilez neuze. Hemañ a nac'has hag a lakaas sevel un armead a 2800 a dud skoret gant yacht armet ar sultan kozh eoriet er porzh (an H.H.S. Glasgow). Tra ma oa bagadoù Bargash o kreñvaat ar palez e voe bodet pemp lestr brezel gant ar Royal Navy a-dal d'ar palez ha lakaet darn eus ar Royal Marines da zouarañ.

Daoust da strivoù ar sultan evit marc'hata ar peoc'h dre hanterouriezh dileuridi SUA war an enez e krogas listri ar Royal Navy da dennañ, d'ar mintin 27 a viz Eost goude ma voe aet an ultimatom d'e dermen (9 eur). Gant ar palez o kouezhañ en e boull hag an niver a dud marvet ha gloazet o sevel en-dro dezhañ e rankas ar sultan en em dennañ gant mall betek ar c'honsuldi alaman ma voe roet bod dezhañ. Rankout a reas Bargash bevañ en harlu e Dar es Salaam ma voe prizoniet gant ar Saozon e 1916 hag harluet. Diwezhatoc'h e voe aotreet da vevañ e Mombasa ma varvas e 1925. Paouezet e voe gant ar vombezadeg goude 45 munud, amzer da gas ar Glasgow d'ar strad. Brudet e teuas ar brezel-mañ da vezañ neuze evit bezañ bet ar brezel berrañ en istor.

Palez ar sultan goude ar vombezadeg

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.