Bretagne Info

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Confusion colour.svgArabat droukveskañ gant Breizh-info.com

Bretagne Info, pe Breizh Info[1], a oa ur gazetenn c'hallek sizhuniek tost d'an emrenerien c'hallek vreizhat. Krouet e oa bet gant Charlie Grall ha renet e oa gant Martial Ménard. Deuet eo er-maez evit ar wech kentañ e miz Here 1996 hag ar wech ziwezhañ e miz Ebrel 2001. [2]

Abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 2010 eo bet adkemeret an titl Breizh Info gant ul lec'hienn gelaouiñ all, e galleg ivez, anvet Breizh-info.com hag a zo kaset war-raok gant an tu-dehoù pellañ. Evit displegañ an diforc'h etre an daou vedia en doa embannet Charlie Grall al levr gallek Breizh Info et l'imposture de l'extrême-droite [3][4].

Kazetenner ar sizhunieg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ma seller pizh ouzh pajenn gentañ ar gazetenn e weler ar ger Breizh e lizherennoù bihan gwenn trolinennet e du, war ur foñs gwenn, etre ar ger Bretagne e lizherennoù bras, tev ha ruz, hag ar ger Info e lizherennoù du.
  2. Georges Cadiou, « Breizh Info », en EMSAV : Dictionnaire critique, historique et biographique : Le mouvement breton de A à Z du XIXe à nos jours, Spézet, Coop Breizh, 2013, p. 52. (ISBN 978-2-84346-587-))
  3. Charlie Grall, Breizh Info et l'imposture de l'extrême droite, Spered Gouez, Gwengolo 2016 (ISBN 978-2-916820-11-8)
  4. « An distro war ar stourm a-enep d'an FN e Breizh », Le Peuple breton, d'ar 15 a viz Here 2016 (Lenn enlinenn)
Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.