BreizhVOD

Eus Wikipedia

BreizhVOD (Video On Demand / Video diwar c’houlenn) a zo ur servij en-linenn hag a ginnig filmoù, tresadennoù-bev, teulfilmoù hag heuliadoù e brezhoneg.

Istor BreizhVOD[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Servij en-linenn nemetañ, BreizhVOD a zo ganet e 2012, boulc’het gant Dizale, ur gevredigezh a-vicher war an advouezhiañ e brezhoneg abaoe 1998 (lezenn 1901)[1].

War ar memez tro eo BreizhVOD ul lec’hienn evit an dudi hag un ostilh evit deskiñ brezhoneg. Gant ar servij-mañ ez eus tro da welet oberennoù kleweled liesseurt evit bep oad ha bep live yezh. Lod eus an oberennoù a zo istitlet e galleg[2].

Sikouret gant ar C’huzul rannvro Breizh, Dizale a zo bet ivez skaozellet gant Ar Redadeg e 2012. Roet a zo bet 8500 € ganto evit sikour krouiñ BreizhVOD[3].

An oberennoù kinniget war BreizhVOD a c’hell bezhañ oberennoù e brezhoneg boulc’het gant embregerezioù-produiñ e Breizh (Kalanna, Gwengolo filmoù), oberennoù advouzhiet gant Dizale pe c’hoazh abadennoù pe heuliadoù skignet war TVBreizh, Tébéo, TébéSud, TVR ha BrezhoweB[4].

Ar servij koumanant miziek pe bloaziek BreizhVOD+ a ro tro da selet ouzh kement oberenn a zo en-linenn war al lec’hienn.

Servijoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gourc'hemenn dre oberenn war BreizhVOD
  • Koumanant war BreizhVOD+
  • Koumanant miziek
  • Koumanant bloaziek
  • Koumanant evit an aozadurioù (skolioù, kevredigezhioù,hag all)
  • Prizioù dizoleiñ

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]