Brave (film, 2012)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Logo ofisiel ar film.

Brave (Kalonek) a zo ur film tresadennoù-bev hir[1] saoznek ar skeudennoù sintetek anezhañ, sevenet gant an tri filmaozer stadunanat Mark Andrews (1968-), Brenda Chapman (1962-) ha Steve Purcell (1961-).

Produet gant Pixar Animation Studios e voe skignet gant Walt Disney Pictures, evit ar wech kentañ, d'an 10 a viz Mezheven 2012[2] e Seattle (Washington)[3] (Stadoù-Unanet Amerika). Trizekvet film bevaat ar Studioioù Pixar e oa, war-lerc'h Cars 2 (e miz Mezheven 2011) hag a-raok Monsters University (e miz Mezheven 2013).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merida, merc'h roue Bro-Skos, a zo ur plac'h yaouank herrus hag he deus c'hoant da vezañ gwaregerez, ar pezh nac'het gant he mamm. Un dibab graet ganti a laka rouantelezh he zad Fergus en arvar. Rankout a ra Merida ober ur veaj en natur evit kompren ar gwir galon.

Un nebeud mouezhioù orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Trizek munutenn ha pevar-ugent e bad.
  2. (en) Brave war Internet Movie Database.
  3. Da geñver Seattle International Film Festival (Festival etrebroadel ar sinema).