Brakiosaor

Eus Wikipedia
Brakiosaor

Ur brakiosaor
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Sauropsida
Usurzhad : Dinosauria
Urzhad : Saurischia
Isurzhad : Sauropodomorpha
Danisurzhad : Sauropoda
Kerentiad : Brachiosauridae
Genad : Brachiosaurus
Spesadoù
Pelec'h e veze kavet
Amerika an Hanternoz , Afrika
Prantad
Juraseg uhel, ~195-135 Ma
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar brakiosaor a oa ur genad a dinaosored sauropod a veve e pad ar juraseg diwezhat. Eus ar gresianeg brachion/βραχιων (brec'h) ha sauros/σαυρος (glazard) e teu e anv. Tapout a reas an anv-se abalamour e oa hiroc'h e bavioù a-raok eget e bavioù a-dreñv.

E pad pell e voe kredet e oa eñ an aneval brasañ en defe bevet war an Douar. N'eus ket pell 'zo avat ez eus bet dizoloet e c'helle un nebeud titanosauridae (an Argentinosaurus da skouer) bezañ pounneroc'h eget ar brakiosaor. War a seblant e oa un ezel all eus kerentiad ar vrakiosaoridae, Sauroposeidon, brasoc'h eget ar brakiosaor ivez. Ouzhpenn-se e vije, hervez klaskourien'zo, ar fosil gwellañ miret eus brakiosaor e gwirionez fosil ur Giraffatitan.

War a greder e c'helle ar brakiosaor muzuliañ 25 metrad hag e benn a c'helle tizhout 13 metrad a-us d'an douar. Fosiloù miret falloc'h a ro da soñjal e c'hellfe pennoù'zo bezañ 15% brasoc'h. N'anavezer ket e pouez en un doare resis. Hervez ar glaskerien e c'hellfe tizhout etre 15 ha 78 ton.