Mont d’an endalc’had

Bourc'hizelezh

Eus Wikipedia

Ar vourc'hizelezh zo ur rummad sokial stag en deroù ouzh ar c'hêrioù ha da c'houde d'ar goñversanted ha d'an artizaned.

Dont a ra ar ger-mañ eus ar ger « bourc'hiz » (annezad ar vourc'h) anavet adalek 1538 gant ar ster « hollad annezidi ar vourc'h ». Diwanet e oa kent 1240 dindan ar stumm « bourgesie » e galleg, ar pezh a glot gant al latin burgensia a gaver en dielloù, er ster "perzh annezidi ar bourc'hioù", ur ster hag a zo chomet bev e Suis da skouer[1]. An italianeg borghesia, evel borghese, zo bet amprestet digant ar galleg « bourgeoisie »[2].

Renkad ar vourc'hizelezh zo diwanet en Italia hag e broioù an Hansa er XIVvet kantved, goude ar vosenn vras.

  1. Robert, Dictionnaire historique de la langue française
  2. Zangarelli, Dictionnaire de la langue italienne, Zanichelli ed.)