Boruto

Eus Wikipedia
Boruto
media franchise
AozerUkyō Kodachi, Mikio Ikemoto Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Lec'h an istorgeopolitikerezh bed Naruto Kemmañ
Hollved faltaziekNaruto universe Kemmañ
References work, tradition or theoryninja, Japanese mythology Kemmañ
Character designerTetsuya Nishio, Hirofumi Suzuki Kemmañ
Logo Boruto.

Boruto zo ur manga deveret diwar ar manga Naruto, gant Ukyō Kodachi ha treset gant Mikio ikemoto, dindan evezh Masashi Kishimoto, aozer ar manga Naruto.

Dezrevell bihan : Abaoe m'eo deuet e dad da vezañ Hokage ha m'emañ er garg uhelañ e kêr Konoha emañ Boruto Uzumaki, mab da Naruto Uzumaki ha Hin, o vevañ e skeud e dad. Bepred e klask sachañ evezh hemañ diwezhañ ha graet en deue e soñj da dremen dreistañ. Met lusket eo buhez an Ninjaed gant kefridioù luziet ha gourdonadegoù strizh. Merket eo Boruto gant kama Momoshiki ototsiki hag un distrujer eus ar bed. Boruto a gej gant un embregerezh drouk hag a zo dalc'het gant un ototsuki all. Dont a ra da vezañ mignon gant prizoniad an embregerezh-se a zo tec'het kuit. Eñ ivez en doa ur c'hama. An anv eo Kawaki.

Tudennoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Boruto Uzumaki : Penndudenn ar manga eo ha mab eo da Naruto ha da Hinata.
  • Sarada Uchiwa : Kamaladez Boruto, merc'h da Sasuke ha da Sakura, he deus ar sharingan. Ar c'hlann Uchiwa a zo ur c'hlann Ninja er manga hag en anime Naruto. An Uchiwa a vez sellet oute evel unan eus ar c'hlannoù galloudusañ eus Konoha, ha n'eus nemet bourien ar C'hlann Senjû eus ar Forest. Ar c'hlann Uchiwa a oa bet dibennet en un nozvezh gant Itachi Uchiwa hag Obito Uchiwa.
  • Mitsuki Miyawaki : Mab Orochimaru eo.
  • Kawaki uzumaki : An hini a zeu da vezañ mignon gant Boruto, a zo merket gant ar c'hama. Kollet en deus e gerent ; neuze ez a da di Naruto.
  • Naruto Uzumaki : Naruto uzumaki, ar seizhvet Hokage e kêr Konoha, hag an Ninja brudet. Tad Boruto eo .
  • Sasuke Uchiwa : Tad Sadara Uchiwa eo. Kevezer Naruto eo.

Klannoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar c'hlann Uzumaki : a oa ar c'hlann pennañ e Kêriadenn guzh ar Remouzed. Liammet pell e oa ar c’hlann-se ouzh ar c’hlann Senju. A-viskoazh o deus bet darempredoù mat gantañ. Marvet e oant e-pad ar Brezelioù Bras Ninjaed war un dro gant Bro an Tourbelloù.
  • Ar c'hlann Uchiwa: a zo ur c'hlann ninjaed er manga hag en anime Naruto. An Uchiwa a vez sellet oute evel unan eus ar c'hlannoù galloudusañ eus Konoha, ha n'eus nemet bourien ar C'hlann Senjû eus ar Forest. Ar c'hlann Uchiwa a oa bet dibennet en un nozvezh gant Itachi Uchiwa hag Obito Uchiwa .