Bombezadenn marc'had Dahyan

Eus Wikipedia

D'an 9 a viz Eost 2018, nijlu Arabia Saoudat en deus bombezet marc'had Dahyan, e gouarnelezh Sa'dah, e Yemen, nepell diouzh an harzoù gant Arabia Saoudat. 29 bugel d'an nebeutañ a voe lazhet pa voe tizhet o c'harr-boutin gant ur vombezenn. An holl anezho a oa dindan 15 vloaz ha darn anezho dindan 10 vloaz. Un 51 den a zo marvet en holl e-pad bombezadenn ar marc'had.