Mont d’an endalc’had

Jean-Bedel Bokassa

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bokassa)
Bokassa

Jean-Bedel Bokassa (22 a viz C'hwevrer 1921 - 3 a viz Du 1996) a oa ur soudard hag ur politikour eus ar Republik Kreizafrikan, bet prezidant hag impalaer ar vro en anv Bokassa Iañ.

Goude bezañ bet soudard en arme c'hall e tistroas d'e vro ma voe lakaet e penn an arme gant David Dacko, prezidant ar Stad nevez. D'an 31 a viz Kerzu 1965 e tistroadas Dacko ha mont da brezidant ar Republik Kreizafrikan. Priziet-mat e oa gant ar C'hallaoued daoust ma kase e vro war-zu un diktatouriezh feuls. E miz Meurzh 1972 en em lakaas da brezidant buhez-pad.

Embann a reas ur Vonreizh nevez d'ar 4 a viz Kerzu 1976 ha disklêriañ e teue ar vro da vezañ un impalaeriezh. Bamet gant Napoléon Bonaparte e tivizas bezañ sakret impalaer e miz Kerzu 1977. Ne zeuas penn-Stad ebet d'e sakradur hag a voe ul lid koustus-mat, arc'hantaouet evit un darn anezhañ gant Mouammar Kadhafi.

E miz Genver 1979 e kemeras perzh e lazhadeg skolidi hag a oa bet harzet goude ur vanifestadeg e Bangui. D'an 20 a viz Gwengolo 1979 e voe aozet taol Barracuda gant ar servijoù kuzh gall pa oa Bokassa e Libia. D'an deiz war-lerc'h e oa lakaet David Dacko da brezidant en-dro ha disklêriet diskar an impalaeriezh Kreizafrikan ha distro ar republik. Bokassa a gavas repu en Aod an Olifant hag e Pariz a-raok distreiñ da Vangui e 1986. Eno e voe barnet ha kondaonet d'an toull-bac'h buhez-pad met dieubet e voe gant André Koulingba e 1993.