Blackfire

Eus Wikipedia

Blackfire zo ur strollad sonerien navajo, er Stadoù-Unanet, hag a ra sonerezh punk rock koulz ha hini hengounel. Daou vreur (Clayton ha Klee Benally) hag o c'hoar (Jenada) zo e-barzh. Krouet e oa bet e fin ar bloavezhioù 1980. Stourm a reont evit gwirioù ar pobloù amerindian.

Kemennadennoù kreñv a vez displeget en o c'hanaouennoù a-enep gwask ar gouarnamant, cheñchamant lec'h ar poblañsoù henvroat, hag all.

E 2007 o doa enrollet ur bladenn anvet [Silence] is a weapon hag he doa graet berzh. Div bladenn zo, unan hengounel hag unan punk rock. E-kerzh an hañv 2009 o doa graet un droiad e Breizh gant ar strollad Les Ramoneurs de Menhirs da-geñver un dek sonadeg bennak.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]