Mont d’an endalc’had

Black Friday (shopping)

Eus Wikipedia
  • Meur a zeiz en istor ar broioù saoznek zo bet anvet Black Friday .
Black Friday
deiz-gouel
Iskevrennad eusGwener, shopping day Kemmañ
Rann eusYear-end and New Year Kemmañ
ArvezThanksgiving Kemmañ

E Stadoù-Unanet Amerika hag e Kanada e vez graet Black Friday (Gwener du) eus an deiz war-lerc'h Thanksgiving, ur gouel istorel stadunanat.

Er broioù-se e verk an deiz-se penn-kentañ distaolioù ramzel fin ar bloaz, pa stager d'ober prenadennoù Nedeleg. Goustadik e emled ar Black Friday-se war-zu Europa dre emglev ar stalioù bras a fell dezho levezoniñ doareoù-bevañ ha prenañ an dud.

E 2014, 50,9 miliard a zollarioù a oa bet dispignet e-pad dibenn sizhun ar Black Friday er Stadoù-Unanet. 11 % nebeutoc'h evit ar bloavezh a-raok. Tro 133,7 milion a guzumerien stadunanat o devoa prenet traoù er stalioù d'ar mare-se, 5,2 % nebeutoc'h evit er bloavezh 2013.

Endroadur ar Black Friday e Bro-Spagn etre 2005 ha 2015.
Tud o c'hortoz evit mont en ur stal.
Tud o redek evit bezañ ar re gentañ. Bep bloaz e sav kudennoù gant tud gloazet bountet pe baleet warno.