Black Beauty

Eus Wikipedia
Black Beauty

Black Beauty pe Black Beauty: The Autobiography of a Horse, embannet e 1877, zo ur romant gant Anna Sewell, skrivet etre 1871 ha 1877, pa oa fall he yec'hed ha pa veze klañv-fall alies.

Ur marc'h anvet Black Beauty a gont e vuhez. Un ebeul e oa en ur verouri e bro-Saoz. Gwerzhet e oa bet gant ar perc'henn ha kaset da sachañ fiakroù da Londrez. A-hed e vuhez en em gav Black Beauty dirak tud kriz pe tener o c'halon ha labourat a ra dizehan. E pep pennad eus ar romant e kont Black Beauty darvoudoù e vuhez hag e ro ur gentel diwar-benn an doare da sevel kezeg. A drugarez da romant Anna Sewell e vo gwellaet planedenn ar c'hezeg e bro-Saoz.


Ur skouerenn eus embannadur kentaén al levr, gwerzhet e ti Christie's e Londrez en Mezheven 2006, evit Patrom:Unité.