Bistolida goodallii
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Bistolida | ||
Anv skiantel | |||
Bistolida goodallii ( G. B. Sowerby I, 1832) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Bistolida goodallii a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h a vev e kreiz ar Meurvor Habask e Melanezia, dindan hag e-barzh koral, reier ha gwastoù, dindan un nebeud metroù donder an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby, e 1832[2],[3].
Roet eo bet an anv goodallii en enor da Sir Joseph Goodall, dastumer a vro Saoz (1760-1840).
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida goodallii bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea goodallii Sowerby, 1832 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
- Blasicrura goodallii Sowerby, 1832 hervez Felix Lorenz[3] hag anv aet da get
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin brav ha ral a-walc'h eo an Bistolida goodallii. Kavet e vezont dindan hag e-barzh koural, reier ha gwastoù, dindan nebeut metroù donder an hini eo.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 10 mm ha 14 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 8 mm pe ramz, betek 20 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Blasicrura subteres ur spesad tost a-walc'h e livioù, ha spesadoù all ar genad Bistolida.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo e kreiz ar meurvor Habask e Melanezia.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 26 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=206095(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 26 a viz Eost 2014,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=597182(en)
- ↑ 3,0 ha3,1 Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)