Mont d’an endalc’had

Bioko

Eus Wikipedia
Bioko
enezenn
Anv er yezh a orinBioko Kemmañ
StadGinea ar C'heheder Kemmañ
E tiriadBioko-Norte, Bioko-Sur Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00 Kemmañ
War riblPleg-mor Ginea Kemmañ
Daveennoù douaroniel3°30′0″N 8°42′0″E Kemmañ
Poent uhelañPico Basilé Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Bioko Kemmañ
Map
Bioko gwelet eus an oabl
Ureca

Bioko (gwechall Enez Fernão do Pó) zo un enezenn eus Ginea ar C'heheder, e Pleg-mor Ginea. Enni emañ Malabo, kêr-benn ar vro.

2 017 km² eo he gorread ha 130 000 den zo o chom enni (2005), war-dro 60% anezhe eus ar bobl Bubi. Asambles gant enez Annobón ec'h a d'ober unan eus div rannvro Ginea ar C'heheder. Rannet eo e daou broviñs : Bioko-Norte ha Bioko-Sur.

Fernão do Pó a voe an european kentañ o weladenniñ an enezenn e 1472 pa anvas anezhi Formosa Flora pe ilha Formosa. E 1494 e voe advadezet Fernando Pó. Er XVIIvet kantved e voe savet enni lec'hiennoù evit ar c'henwerzh sklaved gant Izelvroiz ha Portugaliz. E 1778 e voe roet Bioko, asambles gant Annobón hag an tiriad war ar c'hevandir, gant Portugal da Vro-Spagn.