Biko (kanaouenn)
Biko zo ur ganaouenn skrivet, sonaozet ha kanet gant Peter Gabriel hag a gaver war trede albom ar c’haner-se, embannet e 1980.
En albom e kaver peder c’hanaouenn : Games Without Frontiers, No Self Control, Biko hag I Don't Remember. Bez’ eo an trede hini ur ganaouenn en enor da Steve Biko, ar stourmer a-enep an apartheid eus Suafrika, marvet e 1977 etre daouarn ar polis. Kanet e voe un tamm kentañ anezhi er Reading Festival e 1979.
E 1986 e oa bet kanet Biko gant Peter Gabriel e-pad un droiad evit Amnesty International hag e 1987 e oa bet enrollet ur stumm all hag a glever er film diwar-benn Steve Biko, Cry Freedom, savet gant Richard Attenborough. E 2003 e oa bet kanet gant Peter Gabriel en-dro, e Suafrika ar wech-se, en enor da Nelson Mandela e-pad ur sonadeg evit dastum arc’hant da stourm ouzh ar SIDA.
Kanerien all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kanet hag enrollet e voe ivez gant Robert Wyatt e 1984, gant Joan Baez e 1987, gant Simple Minds e 1989, gant Manu Dibango e 1994, gant Paul Simon e 2010. Troet e oa bet en alamaneg gant ar c’haner alaman Wolfgang Niedecken e 1988. Kanet e voe ivez en albom Songs Around the World, embannet e 2009 gant an aozadur Playing for Change.