Bhumibol Adulyadej

Eus Wikipedia
Bhumibol Adulyadej e 2010

Bhumibol Adulyadej (Thai: ภูมิพลอดุลยเดช; Phumiphon Adunyadet; distaget [pʰūː.mí.pʰōn ʔà.dūn.já.dèːt]) pe Rama IX e anv roue, ganet d'ar 5 a viz Kerzu 1927 e Cambridge hag Aet da Anaon d'an 1añ a viz Here 2016 e Bangkok a oa ur roue eus Thailand. Bez e oa an 9vet roue e-penn monarkiezh Thailand eus an tierniezh Chakri. O vezañ bet o ren adal an 9 a viz Even 1946, bez e oa pa varvas ar benn Stad koshañ o ren kement har ar roue o vezañ e ren en istor Thai (o servij e-pad 70 bloaz, 126 devezh).

Hervez Bonreizh bro Thailand e oa ur roue bonreizhel e oa penn ar Stad ha difenner ar relijionoù.