Mont d’an endalc’had

Bh (lizherenn)

Eus Wikipedia

Ul lizherenn latin ispisial eo Bh, bh implijet gant an iwerzhoneg evit skrivañ ar son kensonennel [w] dirak ar vogalennoù a, o pe u (distagadur ledan) e deroù ur silabenn, da skouer ábhar /a:wər/ “danvez” ha /v/ e diwezh ur silabenn, da skouer: dubh /duv/ “du” ha /vʲ/, dirak ar vogalennoù e hag i (distagadur moan), da skouer aibhneacha /avʲnʲəxə/ “stêrioù”.

Implijet e vez ivez a-wezhoù evit treuzskrivañ ar son [bh] e yezhoù all, evel da skouer ar sañskriteg.


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.