Bettie Page
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Bettie Page |
Anv ganedigezh | Bettie Mae Page |
Anv-bihan | Betty, Mae |
Anv-familh | Page |
Deiziad ganedigezh | 22 Ebr 1923 |
Lec'h ganedigezh | Nashville |
Deiziad ar marv | 11 Kzu 2008 |
Lec'h ar marv | Los Angeles |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Lec'h douaridigezh | Westwood Village Memorial Park Cemetery |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | Playmate, erotic photography model, model |
Bet war ar studi e | Vanderbilt University, Peabody College, Multnomah University, Hume-Fogg High School |
Liv an daoulagad | glas |
Liv ar blev | blev du |
Kleñved | schizophrenia |
Prizioù resevet | Playboy Playmate of the Month |
Present in work | Bettie Page: Dark Angel |
Lec'hienn ofisiel | https://www.bettiepage.com |
Bettie Mae Page (22 a viz Ebrel 1923 e Nashville, Tennessee – 11 a viz Kerzu 2008 e Los Angeles) a oa ur diskouezerez-c'hiz hag ur pin-up stadunanat. Brudet e voe er bloavezhioù 1950, hag unan eus Playmate kentañ ar gelaouenn Playboy e voe ivez. Diskouezet e voe ivez war luc'hkeudennoù fetichour. Disoñjet e voe er bloavezhioù 1960, ha d'ar mare-se e kemmas kredenn hag e teuas da vezañ kristen : mont a reas da Afrika evel misionerez.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Start e voe he bugaleaj, rak paket e voe he familh gant enkadenn 1929: Meur a wech e rankas he zud dilojañ, skarzhet diouzh o zi e voent zoken. He zad a laeras karr ur sheriff, ha lakaet e voe en toull-bac'h betek 1931. Er bloavezh-se ivez e tispartias he zud, goude m'he dije he mamm gouezet e oa dougerez ur plac'h a 15 vloaz abalamaour d'he gwaz. Ken diaes e voe an traoù ken a rankas ar vamm lakaat degemer Bettie hag he div c'hoar en un ti-emzivaded e-pad daou vloaz. He zad a zistroas e 1934 hag un darempred reizhel dre heug en doe gant Bettie. Hi a gavas gwelloc'h disoñjal hag e soubas er studioù. Un diplom war ar c'helenn a dapas kaout e College Peabody d'ar 6 a viz Even 1940. E 1943 e tapas kaout ur BA (Bachelor of Arts). Dimeziñ a reas gant Billy Neal, ha pa darzhas an eil brezel bed ec'h emouestlas en arme. Dispartiañ a rejont e miz Du 1947. Goude an disparti e labouras e-pad ur frapad e San Francisco hag e Haiti. Goude-se ez eas da New York gant ar pal dont da vezañ aktourez. E 1950 e kejas gant Jerry Tibbs, ur poliser dedennet gant al luc'hskeudenniñ. Gantañ e voe tapet he skeudennoù kentañ, ha savet he fortfolio kentañ. E 1951 e voe gwelet e meur a gelaouenn evit paotred, evel Wink, Titter pe c'hoazh Beauty Parade. Etre 1952 ha 1957 e voe luc'hskeudennet gant Irving Klaw : luc'hskeudennoù fetichour, levezonet gant ar sadomazoc'hegezh, a reas. Filmoù bihan, enno merc'hed gwisket gant dilhad-dindan, a reas ivez ganti. E 1953 e teskas ar vicher aktourez e Herbert Berghoff Studios, ha goude-se e c'hoarias war al leurenn, hag e filmoù skinwel. E 1954, e-keit ma oa e Miami e kejas gant meur a luc'hskeudenner, Bunny Yeager en o zouez. Gantañ e voe savet an heuliad luc'hskeudennoù anvet Jungle Bettie. Yeagaer a gasas luc'hskeudennoù da Hugh Hefner, hag eñ e penn ar gelaouenn Playboy, ha lakaet e voe Bettie Page da bin-up ar miz e miz Genver 1955. Er bloavezh-se e voe lakaet ivez Bettie Page da "Miss Pinup Girl of the World", "The Queen of Curves" ha "The Dark Angel". Ne ouezer ket re perak e chomas a-sav gant al luc'hskeudenniñ : marteze abalamour da gudennoù gant ar justis. Arabat disoñjal ivez e kemmas kredenn hag e teuas da vezañ kristen e 1959, e-pad ur chomadenn e Key West. Un displegadenn all e c'hall bezañ, dre ma troc'has an holl zarempredoù kent he doa bet. E 1958 e timezas gant Armond Walterson, ha dispartiañ a rejont e 1963. Fellout a rae dezhi dont da vezañ misionerez en Afrika met nac'het e voe outi, rak dispartiet e oa. Labourat a reas evit meur a aozadur kristen memestra, hag en em staliañ a reas e Nashville en-dro e 1963. Dimeziñ a reas en-dro gant Billy Neal. Asambles e chomjont e-pad ur frapadig. Distreiñ a reas da Florida e 1967, eno e timezas gant Harry Lear, ha dispartiañ a rejont e 1972. Mont a reas da Su California e 1979. Eno e kouezhas klañv, ha sach-blev a voe etrezi hag he ferc'hennez. Hervez ar vedisined e oa tapet Page gant skizofreniezh, hag ugent miz a dremenas en un ospital evit ar re klañv en o fennoù e San Bernardino. Goude bezañ bet oc'h en em gannañ gant ur berc'hennez all e voe aozet ur prosez, met lakaet e voe Page da sodez, ha dindan evezh e voe lakaet e-pad eizh vloaz. Kuitaat a reas Patton State Hospital (San Bernardino County) e 1992. Daoust da se e voe azeulet en-dro er bloavezhioù 1980, met ne ouezas ket.
E 1976 e teuas er-maez al levr anvet A Nostalgic Look at Bettie Page, ennañ ur meskaj skeudennoù bet tapet er bloavezhioù 1950. Etre 1978 ha 1980 e voe embannet peder levrenn anvet Betty Page: Private Peeks. E 1983 e voe embannet In Praise of Bettie Page — A Nostalgic Collector's Item, ennañ skeudennoù all. Bannoù-treset diwar he fenn a voe embannet ivez gant Dark Horse Comics ha gant Eros Comics. he buhez a gontas e-barzh Bettie Page: The Life of a Pin-up Legend, bet embannet e 1996.
Ul levr all diwar benn he buhez, anvet The Real Bettie Page: The Truth about the Queen of Pinups skrivet gant Richard Foster, a zeuas er-maez e 1997. Reuz a savas, dre ma lavare Page e oa traoù faos ennañ. E dibenn ar bloavezhioù 1990 e nac'has Page ma vefe tapet skeudennoù outi, dre ma oa deuet da vezañ tev. Cheñch a reas ali, hag e 1997 ec'h asantas bezañ diskouezet er skinwel, gant ma ne vefe ket embannet pelec'h e oa bet filmet, ha gant ma vefe kuzhet he dremm. E 2003 ec'h asantas bezañ skeudennet evit ar gelaouenn Playboy, met e 2006, pa voe savet ur pennad diwar he fenn e Los Angeles Times, e nac'has bezañ skeudennet, ha lavarout a reas e oa gwelloc'h dezhi e talc'hfe soñj an dud outi pa oa yaouank ha koant.
D'an 2 a viz Kerzu 2008 e c'houzañvas un taol-kalon. Kaset e voe d'an ospital, ha mervel a reas d'an 11 a viz Kerzu 2008.
He filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Striporama (1953)
- Varietease (1954)
- Teaserama (1955)
- Irving Klaw Bondage Classics, Volume I (London Enterprises, 1984)
- Irving Klaw Bondage Classics, Volume II (London Enterprises, 1984)
- Bettie Page: Pin Up Queen (Cult Epics, 2005)
- Bettie Page: Bondage Queen (Cult Epics, 2005)
- 100 Girls by Bunny Yeager (Cult Epics, 2005)
- Bizarro Sex Loops, Volume 20 (Something Weird Video, 2008)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel
- Bettie Page war YouTube.