Playmate

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo ar gelaouenn Playboy

Ur Playmate a vez graet eus ur vaouez model poltredet hag a gaver e pajennoù kreiz pe fin ar magazin stadunanat Playboy ha graet e vez ivez eus ar maouezed-se Playmate of the Month (PMOM). Ar PMOM a c'hell bezañ poltredet noazh gant ur poster kreiz anezhi. Ur skrid-buhez a gaver ivez gant ur "Playmate Data Sheet", ul listenn gant an deiziad ganedigezh, muzulioù he c'horf, ar pezh a blij pe a zisplij dezhi. E fin ar bloavezh, unan eus an 12 Playmates of the Month a vo graet Playmate of the Year (PMOY) anezhi. Pep Playmate eus ar Miz a vez paeet 25 000 US$ ha pep Playmate eus ar bloaz a vez paeet 100 000 US$ ouzhpenn ha profet ur c'harr-tan dezhi (en gwirionez ur feur berr evit un oto) ha profoù all. Bez ez eus ivez lod anezho a vez choazet evit poziñ evit un darvoud ispisial ur wech ar bloaz.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]