Bettany Hughes

Eus Wikipedia
Bettany Hughes e 2013.

Bettany Hughes zo un istorourez, skrivagnerez hag embannerez saoz. Ganet eo d'ar 14 a viz Mae 1967 hag arbennikaet eo war an Henamzer klasel.

Michael Buerk ha Bettany Hughes dirak ar British Museum e Londrez e 2012.

Labouret he deus kalz evit ar radio hag ar skinwel saoz.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hughes a voe ganet ha desavet e kornôg Londrez. C'hoar eo d'an aktour Peter Hughes ha d'ar c'hoarier kriked ha kazetenner Simon Hughes.

Istorourez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel istorourez he deus labouret alies war ar merc'hed gant ur sell benelour[1]. Hughes a zo bet pedet alies e skolioù-meur SUA, Aostralia, Alamagn, Turkia hag Izelvroioù evit komz eus sujedoù lies evel Elena Troia, muzul an amzer er gevredigezh islamek.

Kleweled[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo Hughes dre m'eo bet gwelet ha klevet alies er radio pe er skinwel. Skrivet pe kinniget he deus teulfilmoù, heuliadoù war sujedoù an Henamzer pe reoù modern evit an National Geographic, BBC, Discovery Channel, PBS, The History Channel ha Channel 4.

Adalek miz Gouhere 2012 e oa kroget da ginnig an heuliad teulfilmoù istorel Britain's Secret Treasures war ITV gant Michael Buerk.

Enoret eo bet alies evit he labourioù e bed ar c'hleweled. E 2009 e voe enoret gant Naomi Sargant gant priz ispisial an deskadurezh dre ar c'hleweled.

Buhez personel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hughes a zo dimezet gant Adrian Evans, hag a oa bet e 2012, penn an adsevel istorel evit laouenlid diamant Elizabeth II. Daou vugel a zo gant ar c'houblad.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]