Mont d’an endalc’had

Berenike (merc'h Herodez Agrippa)

Eus Wikipedia
Ur pennad Berenike zo ivez.

Berenike (28-?), anavezet ivez evel Julia Berenice, a oa ur briñsez yuzev, eus Jeruzalem, hag a voe karet gant an impalaer roman Titus.

Roud istorel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo da gentañ-penn dre an istorour Flavius Josephus, a savas istor ar bobl yuzev hag a venegas emsavadeg yuzev ar bloaz 67. Meneget eo hec'h anv ivez gant Suetonius, Tacitus, Dio Cassius, Aurelius Victor ha Juvenal, hag en Oberoù an Ebestel.

Brud a deuas dezhi adal an Azginivelezh, hag abalamour d'an doug a oa e-touez ar Romaned d'ar priñsezed eus ar Reter, evel Kleopatra, pe Zenobia diwezhatoc'h.


Ganet e oa e 28[1] Merc'h e oa da Herodez Agrippa Iañ, roue Judea, and Cypros, Merc'h-vihan e oa da Aristobulus IV, a oa mab da Herodez Veur. C'hoar e oa da Herodez Agrippa II ha da Mariamne (ganet e 34) ha da Drusilla (ganet e 38).[2],[3] Hervez Josephus o devoa ivez ur breur yaouankoc'h, Drusus, marvet bihanik.[2] He zud a oa un darn eus Tierniez an Herodizien, a renas e provins Judaea etre 39 kent JK ha 92.

Berenike gant he breur Agrippa II e-pad prosez Paol Tars. Gwerenn liv en Iliz-veur St Paul, Melbourne.

Teir gwech e timezas, eme Josephus Da gentañ etre 41 ha 43, da Marcus Alexander[4],[5] , niz d'ar prederour Philon d'Alexandrie, breur da Tiberius Julius Alexander, ur jeneral roman hag a voe prokulator Judea etre 46 ha 48, ha mab da Alexander the Alabarch of Alexandria. mervel a reas he fried diganti e 44.

Addimeziñ a reas da vreur he zad, Herodez C'halkis,[3] ha daou vab o doe: Berenicianus ha Hyrcanus.[6]. Mervel a reas he fried e 48.

Neuze e chomas da vevañ e ti he breur Agrippa e-pad meur a vloaz, ken na addimezas da Polemon II Pontus, roue Cilicia, met tec'hel a reas eus e di.[7]


Abaoe ar XVIIvet kantved ez eus bet savet ur bern oberennoù diwar-benn he darempred gant Titus[8].

  1. Hervez Josephus e oa c'hwezek vloaz pa varvas he zad, pezh a zegouezh gant ar bloaz 28. See Josephus, Ant. XIX.9.1
  2. 2,0 ha2,1 Josephus, Antiquities of the Jews XVIII.5.4
  3. 3,0 ha3,1 Josephus, Antiquities of the Jews XIX.9.1
  4. Josephus, Antiquities of the Jews XIX.5.1
  5. Ilan, Tal (1992). "Julia Crispina, Daughter of Berenicianus, a Herodian Princess in the Babatha Archive: A Case Study in Historical Identification.". The Jewish Quarterly Review, New Ser. 82 (3/4): 361–381. DOI:10.2307/1454863
  6. Josephus, Antiquities of the Jews XX.5.2
  7. Josephus, Antiquities of the Jews XX.7.3
  8. Gabriele Boccaccini, Portraits of Middle Judaism in Scholarship and Arts (Turin: Zamorani, 1992); S. Akermann, Le mythe de Bérénice (Paris, 1978); Ruth Yordan, Berenice (London, 1974)