Benjamin Gineste

Eus Wikipedia

Benjamin Gineste zo ur sniper gall ganet e 1982 e Montpellier. Penn-adjudant e 4re rejimant chaseerien Gap eo. E 2016 en deus graet un taol-dreist tennañ a-bell en ur dizhout ur gwenn da 4.150 m gant ur fuzuilh kambret e .408 CheyTac. Er-maez eus e labour e klask brudañ an tennañ a-bell er bed sivil. Gounezet en deus ar King of 1 mile e 2020. Skrivañ a ra kronikennoù war an tennañ a-bell er gelaouenn TirMag.[1]

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) E TirMag n°25, miz Du ha miz Kerzu 2023 / miz Genver 2024, p. 113
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan