Benjamin Disraeli
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Anv e yezh-vamm an den | Benjamin Disraeli |
Anv-bihan | Benjamin |
Anv-familh | Disraeli |
Titl noblañs | Beskont, Earl of Beaconsfield, Viscount Hughenden |
Deiziad ganedigezh | 21 Kzu 1804 |
Lec'h ganedigezh | Londrez |
Deiziad ar marv | 19 Ebr 1881 |
Lec'h ar marv | Curzon Street |
Lec'h douaridigezh | St Michael and All Angels Churchyard |
Tad | Isaac D'Israeli |
Mamm | Mary Basevi |
Pried | Mary Anne Disraeli |
Kar | Benjamin D'Israeli |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | politiker, romanter, skrivagner, biographer, finance minister |
Tachenn labour | literary activity, political activity |
Implijer | University of Glasgow |
Bet war ar studi e | St Piran's School |
Honorific prefix | The Right Honourable |
Lec'h labour | Londrez |
Strollad politikel | Strollad Mirour |
Relijion | Iliz anglikan, yuzevegezh, kristeniezh |
Oberenn heverk | Letters: 1852-1856 |
Diellaouet gant | Levraoueg Vroadel Kembre |
Ezel eus | Royal Society, Société de l’histoire de France |
Prizioù resevet | ezel eus ar Royal Society, Order of the Garter |
Deskrivet en URL | https://www.gov.uk/government/history/past-prime-ministers/benjamin-disraeli-the-earl-of-beaconsfield |
Deskrivet dre | Benjamin Disraeli, Earl of Beaconsfield |
Benjamin Disraeli, Kentañ kont Beaconsfield, (21 Kerzu 1804 – 19 Ebrel 1881) a oa ur politiker saoz eus ar Strollad Mirour hag a voe Kentañ Ministr ar Rouantelezh-Unanet dre ziv wech. Ur roll a bouez en devoe evit sevel ar Strollad Mirour ha spisaat e bolitikerezh. Soñj a zalc’her eus Disraeli abalamour m’en devoe ul levezon vras war politikerezh estren ar Rouantelezh-Unanet ha war berzh Impalaeriezh Breizh-Veur en XIXvet kantved. Koun a zalc’her ivez eus e emgannoù a-enep rener ar gostezenn frankizour, William Ewart Gladstone.
Ganet e voe Benjamin Disraeli en ur familh yuzev, e Bloomsbury hag a oa e Middlesex da neuze (hag e Londrez bremañ). Dilezel ar yuzeviezh a reas e dad ha desavet e voe Benjamin er feiz anglikan adalek an oad a 12 vloaz. Stagañ a reas da labourat evel alvokad ha treiñ buan war-zu ar politikerezh. Goude meur a daol c’hwitet e teuas Disraeli a-benn da vezañ dilennet e Ti ar C'humunioù e 1837. E 1846 e voe rannet ar Strollad Mirour pa voe kinniget gant Robert Peel, a oa Kentañ Ministr d’an ampoent, lemel al lezennoù anvet “Corn Laws” hag a barrae ma vije enporzhiet edeier. Taget garv e voe Peel gant Disraeli hag evel-se e teuas da vezañ un den anavezet er gostezenn virour, enebet ouzh Robert Peel. Pa voe stummet ur gouarnamant mirour nevez gant Edward Smith-Stanley, lesanvet “Lord Derby”, er bloavezhioù 1850 ha 1860, e teuas Disraeli da vezañ Ministr an Arc’hant (Chancellor of the Exchequer).
Pa voe dilezet e garg gant Lord Derby e 1868 e teuas Disraeli da vezañ kentañ ministr e-pad ur pennadig, met trec’het e voe ar Strollad Mirour en dilennadeg er bloavezh-se. E dilennadeg 1874 avat e voe trec’h ar Virourien ha mont a reas Disraeli da gentañ ministr en-dro. Kenlabourat a-dost a reas gant ar rouanez Victoria ; e 1876 e voe anvet da gont Beaconsfield ganti.
E-pad eil respet Disraeli e voe gwelet an Impalaeriezh Otoman o vont war ziskar tamm-ha-tamm, tra ma felle da Rusia astenn he galloud war ar Balkanioù. Gant Disraeli e voe broudet tud eus Breizh-Veur da gemer lodennoù e kompagnunezh Kanol Suez, nevez-savet en Ejipt hag a oa e dalc’h an Impalaeriezh Otoman da neuze. E 1878, goude ar Brezel etre Rusia ha Turkia ha trec’h ar Rusianed, e voe Disraeli, e penn dileuridi ar Rouantelezh Unanet, o kemer perzh e Kendalc’h Berlin war statud broioù ar Balkanioù, evit difenn interestoù Breizh-Veur el lodenn-se eus ar bed. Gwelet e voe disoc’h ar C’hendalc’h-se evel un trec’h war Rusia, a glaske kaout levezon war ar Balkanioù, ha gwelet e voe Disraeli evel unan eus ar pennoù gouarnamantoù barrekañ en Europa.
Goude avat e c’hoarvezas meur a dra a c’hoarias a-enep dezhañ. Displijout a reas d’ar bobl ar brezelioù en Afghanistan hag e Suafrika, daoust ma voent gounezet gant Breizh-Veur, dre ma voe lazhet miliadoù a dud eno. Kouerien Breizh-Veur a yeas droug enno pa voe nac’het adsevel al lezennoù Corn Laws da wareziñ o eostadoù diouzh edeier marc’hadmat an estrenvro. Ar Strollad Frankizour, renet gant Gladstone, a c’hounezas dilennadeg kannaded 1880. Hag en em gavout a reas Disraeli en tu-enep e Ti ar C’humunioù, e-pad un nebeud mizioù. Mervel a reas nebeut amzer goude, e 1881.
Ouzhpenn bezañ politiker eo bet anavezet Disraeli evel skrivagner ivez. Meur a romant a embannas, adalek 1826 ha betek 1880.