Bella Thorne
Annabella Avery Thorne, ganet d'an 8 a viz Here 1997, zo un aktourez ha kanerez stadunanat. C'hoariet he deus Ruthy er stirad skinwel My Own Worst Enemy, Tancy Henrickson e-pad pevare koulzad Big Love, ha CeCe Jones evit stirad skinwel Disney Channel Shake It Up. C'hoariet he deus ivez Hilary/"Larry" er film Blended ha Celia er film Alexander and the Terrible, Horrible, No Good, Very Bad Day.
E 2015 e c'hoari Madison er film The DUFF, Amanda e Perfect High hag Hazel e Big Sky. Thorne a c'hoari Paige er stirad Famous in Love war ar chadenn Freeform.
Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bella Thorne he deus bevet gant ar raper Lil Peep. D'an 23 a viz Eost 2016, Thorne a embanne e oa dedennet kement gant ar baotred evel gant ar merc'hed war Twitter. Ur bloaz war-lerc'h e oa graet ar memestra gant Lil Peep.