Belkacem Grine
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Grine Belkacem a zo bet ganet tro 1924 e Kimmel en Aljeria ha marvet d'an 29 a viz Du 1954 nepell ag Arris , en Aures (Aljeria).
Brogarour aljerian, penn ur strollad "moudjahidin".
Penn ur vandennad tud o terc'hel er strouezheg adalek miz Meurzh 1952, Grine Belkacem a dage an okuperion hag an drevadennourion. Kinniget e voe 100 milion a Lurioù gall (kozh) da gement hini a dapfe anezhañ, bev pe lazhet.
D'an 29 a viz Du 1954 eo lazhet war ar menez Chelia, a-us da traonienn an Oued R'Dam, e-pad un emgann a-enep harzlammourion an 18vet RCP dindan urzhioù ar c'horonal Ducournau, skoazellet gant biñsoù-askell ha kirri-nij.
Lazhet ez eus bet 4 harzlammour gall ha 23 moudjahidin en darvoud; 18 moudjahinin a zo bet tapet gant ar C'hallaoued. Unan eus emgannoù kentañ Brezel Aljeria eo.